Klann Fujiwara


藤原氏 Klann Fujiwara

藤原 鎌足 Fujiwara no Kamatari
Proviñs orin Yamoto, Honshū
Tiegezh kar Klann Nakatomi

Diazezer Nakatomi no Kamatari
(614-669)
Diazezadur 668

Klann Fujiwara (japaneg) : 藤原氏 Fujiwara uji, ha 藤氏 Tōshi "Ao. Fuji") a oa un tiegezh rejanted a oa galloudus e Japan. Fujiwara no Ason (藤原朝臣 "kar d'an impalaer") e oant, un titl a noblañs a-lorc'h hag a-hêrezh, er marevezhioù Azuka (538-710) ha Heian (794-1185) dreist-holl. Diskennidi eus ar c'hlann Nakatomi e oant, ha drezañ eus an doue ha kami (spered) Ame no Koyane hervez ar wengelouriezh shintō[1] E penn Lez an impalaer e voe ar c'hlann Fujiwara betek an Assavidigezh Meiji e 1868.[2].

N'eus tiegezh ebet anvet Fujiwara e gwirionez, un anv hollek evit ur strollad uhelidi eus al Lez e oa. Pa oa 54 bloaz, ha bloaz kent e varv, an diazezer Nakatomi no Kamatari (614-669) a voe enoret gant an impalaer Tenji dre an titl Fujiwara no Ason, a droas da anv an tiegezh Nakatomi evit holl ziskennidi Katamari. Diwezhatoc'h e voe brudet Fujiwara evel anv ar c'hlann ez-resis.

E penn politikerezh Japan e voe ar c'hlann Fujiwara a-hed ar Marevezh Heian dre ma oant sesshō (rejanted an impalaerion re yaouank) ha kampaku (rejanted an impalaerion c'hour) ha ma lakaent o merc'hed da zimeziñ gant an impalaer en doare da vestroniañ al lignez impalaerel, rak dre hengoun e veze desavet an danvez impalaer e ti e vamm hag e toue fealded d'e dad-kozh.[3],[4]

Betek 1086 e chomas ar galloud leun gant ar c'hlann Fujiwara ; pa dremenas an tron eus an impalaer Shirakawa d'e vab Horikawa e talc'has ar re Fujiwara da lezennata ; ganto e voe lakaet an insei (院政 "melestradur ur manati") e pleustr : ent-ofisiel, un impalaer a zileze e garg hag a dremene d'ur warlec'hiad bet dibabet gantañ ; en e retred, en ur manati peurliesañ, e kendalc'he an ez-impalaer da ren dre guzh tra ma rae an impalaer titlet war-dro deverioù lidel an unpenniezh.[5] Hogen tamm-ha-tamm ez eas galloud politikel ar c'hlann war zisteraat, a-feur ma kreske hini renkad ar samurai.[6]
Gant ar re Fujiwara avat e chomas ar c'hargoù sesshō ha kampaku, ha kuzulierion tost-tre d'an impalaerion e chomjont e-pad an darn vuiañ eus an amzer betek 1868, petra bennak ma voe kemeret ar galloud gwirion gant ar shōgun adalek ar Marevezh Kamakura (1185-1333).

Klann Fujiwara an Norzh a voe mestr war Honshū an Norzh a-hed an XIIvet kantved, betek ma voe faezhet gant ar shōgun Minamoto no Yoritomo (1147-1199).[6],[7]

  1. (en) 'Encyclopedia of Shintō'. Kavet : 10 Mae 2021.
  2. "Holloueziadur bihan", 1996.
  3. Nussbaum & Roth, 2005
  4. 'Fujiwara family, in : Britannica.
  5. Totman, 2014.
  6. 6,0 ha6,1 Takeuchi 1999.
  7. Weston, 2014.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search